Skip to main content

‹‹‹ prev (102)

(104) next ›››

(103)
— 89 —
oun c'hoaz, ha n'em euz ket calz a vouisiegcz. Ro'it dinn
eta eur galoun fur evit ma c"hellinn barn ho pobl hervez
ar guir hag al lealdet.» Doue a blijas dezhan ar beden-ze
hag a lavaras da Zalomon: «abalamour n'e ket madou,
nag eur vuez hir, mes ar furnez ebken eo o peuz goulen-
net diganeù, me roïo deoc'h, hervez ho c'hoanl, eur
galoun fur evel n'en dcuz bet biscoaz den hag evel den
n'en devezo birviken inui. Ouspenn, me roïo deoc'h ive
ar pez n'o peuz ket goulennet, dalavareteo, madou,
hcnoriou hag eur vuez hir.»
An Aotrou Doue a roas eta da Zalomon eur guir anaou-
degez euz a gement tra zo. Coumpren a reas ar feson
burzuduz ma'z eo renket entrezho an oll draou crouèt,
an nerz hag ar c'halloud a zo ennho. Gouzout a reas
penaoz e teu ar bloaveziou an eil varlerc'h egile, penaoz
e tro ar steret, petra a laka al loanet da ober ar pez a
reont, ba pescurt sonjou a dremen dre speret an den.
Anaout a reas kement seurt plant ha kement seurt louzeier
a zao en douar, da betra eo mad peb hini anezho, ha
petra a c'heller da ober gant ho griziou : ar bed oU a ioa
evel eul levr bepret digor dirac daoulagad he sperel.
Setu perac an dud gouisiec hag ar brinset a bep bro a
deue d'he velet evit beza test ho unan euz he furnez eb
he far.
Eun dervez diou chreg a deuas d'he gaout evit he
bedi da veza barner entrezho. Unan euz an diou c'hreg-se
a gomzas evel-hen: «ar c'hreg all-ma ha me, emezhi,
neuz nemedomp hon diou o chom en ti m'emaomp
ennhan. Hogen, peb hini achanomp e devoa eur
chrouadur. Eun nozvcz mab ar c'hrcg-ma a varvas, rac
hi e devoa mouget anezhan dre he gousk. Petra reas
ncuze? Scvel cuz hc guele epad m'oan cousket, me,
kemerct va mab, ha lakaat en he blas he bugel maro.
Pa zavis dioc'h ar mintin, e veljon ar bugcl maro; mcs,
a bouez sellet pis outhan, e velis ervad n'e ket va mab-me
oa.» Var gement-se ar c'hreg all a lammas var gaoz an
hini e devoa comzet da genla, en eur lavaret: «n'e ket
evelse eo; ho mab-c'houi a zo maro e guirionez, ha va

Images and transcriptions on this page, including medium image downloads, may be used under the Creative Commons Attribution 4.0 International Licence unless otherwise stated. Creative Commons Attribution 4.0 International Licence